Soazig
La petite Françoise
 

E Miz Mae, pa vez an heol sklaer,
Pa gan ar voualc'h, an alc'houeder,
E savas Soazig, mintin mat,
Ha buan wiskas he dilhad

Koef lien war he blev melen,
Brozhig marellet, loeroù gwenn :
Ha da redek dre ar parkoù
Da gutuilh a bep tu bleunioù

Skañv ha laouen, glebiet he brozh,
E-mesk ar geot, gant ar glizh-noz,
O ! m'ho pije gwelet Soazig !
Doue ! koantat m'oa ar plac'hig !

Ar c'helien-aour, ar melvennoù,
Kenkoulz hag an evnedigoù,
A zarnije a-us d'he fenn
Pep hini gant he c'hanaouenn

Ma lavarent dezhi : "Deiz mat !
Deiz mat, plac'hig, ken skañv a droad !
'Vidout eo ken kaer ar bleunioù
'Vidout e kanomp hor sonioù !"

Hag an heol-sav, ouzh he gwelet,
Ker koant, ker koant, oa souezhet,
Ha mezhek, me gred, un tammig,
Trec'het ma oa gant ur plac'hig

Skañv ha laouen, glebiet he brozh
E-mesk ar geot, gant ar glizh-noz
O ! m'ho pije gwelet Soazig !
Doue ! koantat m'oa ar plac'hig !


Le sujet

Un matin du mois de mai, Soazig (la petite Françoise) s'est levée de bonne heure, et s'est vite habillée pour aller cueillir des fleurs

O ! si vous aviez vu Soazig ! Dieu, qu'elle était jolie, la petite fille ! Le soleil si beau était étonné, et je crois un peu honteux, d'être supplanté par une fillette

 


Source

Le recueil "Sonioù Feiz ha Breiz" édité vers 1930