Son a garantez (3)
Chanson d'amour (3)
 

Me m'eus choazet 'vit mestrez ar vravañ femelenn
A gement a zo bremañ war an douar o ren
Dre he feson grasius hag he selloù mignon
Hounnezh a zo deut a-benn da c'hounid va c'halon

Va mestrez zo 'r plac'h yaouank hag he deus blev melen
He daoulagad a lugern evel div steredenn
He divjod ruz, he zal wenn, en ur ger, he c'hened
N'he deus bet biskoazh he far met hini an Aeled

Me ho salud plac'h yaouank, leun oc'h eus a furnez
Deut on amañ d'ho kwelet hag e teuin alies
Pa 'z eo gwir ez oc'h plac'h fur hag ur plac'h a feson
N'eus hini 'bet eveldoc'h leket don em c'halon

Me a dou deoc'h plac'h yaouank demeus a wir galon
Am bo bepred evidoc'h ur garantez wirion
Dre n'en deus ket bet biskoazh dirak va daoulagad
Ur plac'h yaouank a zo bet kement ha c'hwi d'am grad

Ma teufen da blijout deoc'h evel a blijet din
Ni a rafe ur chadenn n'hallje den he zerriñ
Kreñvoc'h evit an houarn, kreñvoc'h evit an dir
Kaletoc'h 'vit diamant p'hini a dorr ar gweir



Le sujet

Une chanson d'amour, avec tous les poncifs imaginables


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris