1 - Deboñjour deoc'h Janedig, Boñjour deoc'h a laran Bremañ ! Boñjour deoc'h a laran Pelec'h 'mañ ar Bonomig ? Pa n'emañ o tommañ Bremañ ! Pelec'h 'mañ ar Bonomig ? Pa n'emañ o tommañ 2 - Emañ du-se el liorzh Oc'h eveshaat an ed Me gred Oc'h eveshaat an ed It-hu hardi d'e gavet Ha n'ho refuzo ket Na ray ket ! It-hu hardi d'e gavet Ha n'ho refuzo ket 3 - Deboñjour deoc'h Bonomig, Boñjour deoc'h a laran Bremañ ! Boñjour deoc'h a laran Koñje ho merc'h Janedig Diganeoc'h c'houlennan Bremañ ! Koñje ho merc'h Janedig Da zime'iñ ar bloaz-mañ 4 - Evit ma merc'h Janedig Na zimezo ket c'hoazh Evit c'hoazh ! Na zimezo ket c'hoazh Chom a ray daou pe dri bloaz Da roul' an ebat c'hoazh Evit c'hoazh ! Chom a ray daou pe dri bloaz Da roul' an ebat c'hoazh 5 - Bet ho po keun, Bonomig, Da vezañ ma refuzet Me a gred Da vezañ ma refuzet C'hwi deuio d'he offr din-me Mez n'he c'hemerin ket Na rin ket C'hwi deuio d'he offr din-me Mez n'he c'hemerin ket 6 - Dalit ho sac'h Kloaregig, Lakit-hañ war ho skoaz O ya da ! Lakit-hañ war ho skoaz Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ Evel hen kaout da vloaz O ya da ! Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ Evel hen kaout da vloaz 7 Neuze ar c'hloareg yaouank Teu da gavout Jeanned Ho ! ho ! ho ! Teu da gavout Jeanned: - Ur pokig, ma dousig koant, Ouzhoc'h a c'houlennan Bremañ ! Ur pokig, ma dousig koant, Ouzhoc'h a c'houlennan 8 - E-lec'h ur pok, Kloaregig, C'hwi ho po daou ha tri O ya c'hwi ! C'hwi ho po daou ha tri Ha mallozh d'ar gwall-deodoù Zo kaoz d'hon disparti O ya ni ! Ha mallozh d'ar gwall-deodoù Zo kaoz d'hon disparti 9 A-benn un deiz da c'houde Jeanned zo chomet klañv O ya klañv ! Jeanned zo chomet klañv Ma komañs ar Bonomig Dont da 'n em chagrinañ Han! han! han! Ma komañs ar Bonomig Dont da 'n em chagrinañ 10 Neuze 'c'h'a ar Bonomig A c'h'a da fouetañ bro Ho! ho! ho! A c'h'a da fouetañ bro Na da glask ar C'hloaregig Da gemer Jeanneto Ho! ho! ho! Na da glask ar C'hloaregig Da gemer Jeanneto 11 - Boñjour deoc'h-hu Kloaregig Boñjour deoc'h a laran Bremañ ! Boñjour deoc'h a laran Abaoe ma 'z oc'h bet du-mañ Jeanned zo chomet klañv O ya klañv! Abaoe ma 'z oc'h bet du-mañ Jeanned zo chomet klañv 12 - Laret 'm boa deoc'h Bonomig Ho pije ma c'hlasket Hag abred! Ho pije ma c'hlasket E teufec'h d'hi offr din-me Mez n'he c'hemerin ket Na rin ket! E teufec'h d'hi offr din-me Mez n'he c'hemerin ket 13 - Dalit ho sac'h Bonomig Lakit-hañ war ho skoaz O ya da! Lakit-hañ war ho skoaz Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ Evel hen kaout da vloaz O ya da! Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ Evel hen kaout da vloaz Le sujetUn jeune clerc va demander la main de Jeannette à son père, le "petit bonhomme" ; celui-ci refuse, disant qu'elle ne se mariera pas avant deux ou trois ans. Le clerc s'en va fâché, et le prévient que si un jour il vient la lui offrir, il la refusera
(1) En fait, dans le numéro de janvier 1895, publiée par Le Lay Chanté par Mademoiselle Augustine Fercocq, de Calanhel
SourceKanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911 |