AR C'HLOAREG - Deboñjour deoc'h Bonomig, Boñjour deoc'h a laran Bremañ ! Boñjour deoc'h a laran Koñje ho merc'h Janedig Ouzhoc'h a c'houlennan Bremañ ! Koñje ho merc'h Janedig Da zime'iñ er bloaz-mañ BONOMIG - Evit sur ma merc'h Janed Na zimezo ket c'hoazh Evit c'hoazh ! Na zimezo ket c'hoazh Chom a ray un daou pe dri bloaz Da roulañ 'n ebat c'hoazh Evit c'hoazh ! Chom a ray un daou pe dri bloaz Da roulañ 'n ebat c'hoazh AR C'HLOAREG - Keun ho pezo, Bonomig, Bezañ ma refuzet Me gred Bezañ ma refuzet C'hwi deuio d'he offr din-me Mez n'he c'hemerin ket Na ne rin ket C'hwi deuio d'he offr din-me Mez n'he c'hemerin ket BONOMIG - Dalit ho sac'h Kloaregig, Lakit-hañ war ho skoaz O ya da ! Lakit-hañ war ho skoaz Koulz eo deoc'h hen kaout er bloaz-mañ Evel hen kaout da vloaz O ya da ! Koulz eo deoc'h hen kaout er bloaz-mañ Evel hen kaout da vloaz AR C'HLOAREG DA JANED Neuze c'ha 'r c'hloareg yaouank Da gavout Jeanneton Ho c'hon Da gavout Jeanneton - Ur pokig deoc'h, va dousig, Ouzhoc'h a c'houlennan Bremañ ! Ur pokig deoc'h, va dousig, Ken 'vit dispartian JANEDIG - O ya sur, emezi, C'hwi pezo daou ha tri O ya c'hwi ! C'hwi pezo daou ha tri Ha maleur d'ar gwall-deod Zo kaoz d'hon disparti O ya ni ! Ha mallozh d'ar gwall-deod Zo kaoz d'hon disparti A-barzh un nebeut goude E chomas Jeanned klañv Ha klañv ! E chomas Jeanned klañv Ma komañs ar Bonomig Dont d'en em chagrinañ A c'han Ma komañs ar Bonomig Dont d'en em chagrinañ Neuze 'c'h'a ar Bonomig Da vont da foetañ bro O c'ho ! Da vont da foetañ bro Da glask ar c'hloareg yaouank Da gemer Jeanneto O c'ho ! Da glask ar c'hloareg yaouank Da gemer Jeanneto BONOMIG - Deboñjour deoc'h Kloaregig Boñjour deoc'h a laran Bremañ ! Boñjour deoc'h a laran Abaoe ma 'z oc'h bet du-mañ Eo chomet Jeanned klañv Ha klañv! Abaoe ma 'z oc'h bet du-mañ Eo chomet Jeanned klañv AR C'HLOAREG - Laret 'm boa deoc'h Bonomig Ho pije ma c'hlasket Abred! Ho pije ma c'hlasket E teufec'h d'hi offr din-me Mez n'he c'hemerin ket Na ne rin ket! E teufec'h d'hi offr din-me Mez n'he c'hemerin ket Dalit ho sac'h Bonomig Lakit-hañ war ho skoaz O ya da! Lakit-hañ war ho skoaz Koulz eo deoc'h hen kaout er bloaz-mañ Evel hen kaout da vloaz O ya da! Koulz eo deoc'h hen kaout er bloaz-mañ Evel hen kaout da vloaz Le sujetUn jeune clerc va demander la main de Jeannette à son père, le "petit bonhomme" ; celui-ci refuse, disant qu'elle ne se mariera pas avant deux ou trois ans. Le clerc s'en va fâché, et le prévient que si un jour il vient la lui offrir, il la refusera
Chanté par Joseph Le Goff, de Locquirec Voir sur le même sujet :
SourceLe numéro de janvier 1895 des Annales de Bretagne ; publiée par Le Lay, professeur au Lycée de Pontivy |