Sonig a garantez
Chansonnette d'amour
|
|
Me am boa choazet 'vit mestrez
Ouen, ouen, ouig, fullupeig, fallaridonda
Me am boa choazet 'vit mestrez
Ur plac'hig koant, ur vinorez
Ha me yei d'he gwelet feteiz
Met ma c'halonig a vankfe
Ma c'halon baour ne vanko ket
Rak me yei raktal d'he gwelet
Ur plac'h a save beure mat
Evit lakaat he c'hoef e vat
Nag he mamm a lare dezhi
"Ma merc'h, bravat plac'h emaoc'h-c'hwi !
- Petra dalv din-me be'añ koant
Pa na n'hellan kavet ma c'hoant
- Tavet, ma merc'h, na ouelet ket
A-benn ur bloaz vefet dimet
- A benn ur bloaz sur 'vin dimet
Pe vin marv ha douaret
Pa vin marv ha douaret
Lakait ma bez 'kreiz ar vered
Lakait ma bez 'kreiz ar vered
Ha warne'hañ pevar boked
Unan vo gwenn, un all vo du
Ma vo ar c'hanvoù en daou du
Unan vo ruz, unan vo glas
Ma vo ar c'hanvoù e pep plas
Neuze pa 'n arruo miz mae
Teui ur gler yaouank de vale
Na ma laro ar gler yaouank
Setu aze bez ur plac'h koant
Setu amañ bez ur plac'h koant
A zo marvet e-kreiz he c'hoant
A zo marvet e-kreiz he c'hoant
Gant keun d'ur c'hloareg yaouank
Gant keun d'ur c'hloareg yaouank
Dimeus a Santez Kroaz Gwengamp.
Le sujet
Une jeune fille qui meurt de chagrin parce qu'elle n'a pas réussi à se marier, malgré sa beauté
Paroles proches de celles de Ur plac'h yaouank o vervel e-kreiz he c'hoant da zimiñ
Source
"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris
|