Va zi bihan
Ma petite maison
|
|
A bep tu em eus redet
Da glask an eürusted
Da glask labour, da c'hounit va bara
Met d'ar gêr, pa zistroan
Em c'halon e tanvan ar blijadur
Al levenez vrasañ
Pa deu 'n'avel da c'hwezañ
Ar mor da eonnennañ
Pa ziroll an holl drougoù er goañv
O! nag eo dudius chom er goudor evurus
Em zi bihan ker karantezus
O, me da gar, ti va zadoù
Muioc'h eget an holl deñzorioù
Karget laouen a sklerijenn
Ti kozh, te zo 'vel ur baradoz
Ro degemer d'ar bugel
Dizroet d'e gavell
Ro din nerzh, deus da flourañ va c'halon !
Me wel aze, damguzhet,
Va c'hadorig vourret
He divrec'h astennet war-zu ennon
An horolaj o seniñ
A sko 'vel kaniri
Hag a laka va gwad holl da virviñ
O, va zi benniget, da vousc'hoarzhoù entanet
A laka da dridal va spered
Le sujet
J'ai couru en tous sens pour chercher le bonheur, pour chercher du travail,
pour gagner mon pain. Mais quand je reviens à la maison, dans mon coeur je goûte
le plaisir, la joie la plus grande. Quand le vent vient à souffler, la mer à écumer,
quand les éléments se déchaînent en hiver, ô ! comme il est agréable de rester
à l'abri dans ma petite maison si aimante !
Source
"20 chansons bretonnes", harmonisées par G. Arnoux
Publié en 1933 aux éditions Henry Lemoine
|